Sasareseg

Ar sasareseg (sassaresu pe tàtaresu pe turritanu) zo ur yezh toskanek komzet en ur rann vihan, hogen poblet-stank, eus gwalarn Sardinia.

A-gevret gant ar galureseg (gallurese) ez eo unan eus ar yezhoù korsek-sardek. Niverennet eo bet ISO 639-3 sdc.

Komzet e vez e Sassari, Porto Torres, Sorso ha Stintino; hag e Castelsardo, Tergu ha Sedini hervez ar c'hiz castellanese.



From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in